An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.
Sant Marc 14:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Raktal ma voe erruet, e tostaas outañ hag e lavaras: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kerkent eta evel ma oa erruet, e tostaaz outhan hag e lavaraz dezhan: Mestr, Mestr; hag e pokaz dezhan. |
An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?
O vezañ eta deuet d’e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?
An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ ha kasit eñ sur.
Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!