Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Sant Marc 14:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c’hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavare: Abba! Tad! pep tra a zo possubl d’id; distro diouzin ar c’halir‐ze; koulskoude ra vezo great n’e ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id. |
Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met n’eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue.
Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec’h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,
Dont a reas hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne’c’h eus ket gallet beilhañ un eur?
Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.
Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c’houin. Ha n’evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.
Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.
Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!
hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc’h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.