Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Sant Marc 12:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e klaskjont cregi enhan; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen‐ze a‐enep dezhe; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit. |
Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.
Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.
Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec’h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n’eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?
Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.