Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 12:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Neuze e klaskjont cregi enhan; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen‐ze a‐enep dezhe; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 12:12
13 Referencias Cruzadas  

Ha mar leveromp: Euz an dud, hon euz leac’h da gaoud aoun rag ar bobl; rag an holl a gemer Ian evit eur profet.


Pa glevjont kement‐se e oent souezet; hag o veza lezet anezhan, ec’h ejont kuit.


Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement‐se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan; rag aoun ho doa a‐razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.


Ha mar leveromp: Euz an dud; e toujomp ar bobl; rag an holl a grede e oa Ian eur gwir brofet.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan; rag anavezet ho doa hen doa lavaretar barabolen‐ze a‐eneb dezhe; mes aoun ho doa rag ar bobl.


Ha mar leveromp: A‐berz an dud, e vezimp meinet gant ar bobl holl; rag ar bobl a gred mad ez eo Ian eur profet.


Hag unan‐benag a dud Jerusalem a lavare: N’e ket he‐man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro?


Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur.


Ha darn anezhe a felle dezhe cregi enhan; koulskoude den e‐bed na lakeaz he zorn varnezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos