Sant Marc 11:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c’hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac’h eus milliget a zo sec’het. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Per, a deuaz sonj dezhan euz ar pez a oa bet c’hoarvezet, hag a lavaraz dezhan: Mestr, setu ar vezen‐fiez var behini ec’h euz taolet da valloz, a zo dizec’het. |
O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac’hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec’has.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.