Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Sant Marc 10:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d’ar veleien vras ha d’ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d’ar marv hag e troukroint anezhañ d’ar baganed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu, e pignomp da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, hag e livrint anezhan d’ar Jentiled. |
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Klevet hoc’h eus al ledoued. Petra a soñjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel.
Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.
Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?
Rak e kelenne e ziskibien hag e lavaras dezho: Mab an den a vo droukroet etre daouarn an dud hag e lakaint anezhañ d’ar marv. Goude ma vo bet lazhet, ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.
Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
Jezuz a respontas dezhañ: Ne’z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec’h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec’hed brasoc’h.
Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.
Ha bremañ setu, ereet gant ar Spered, ez an da Jeruzalem hep gouzout ar pezh a c’hoarvezo ganin,
Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.