Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:33 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Setu, e pignomp da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, hag e livrint anezhan d’ar Jentiled.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d’ar veleien vras ha d’ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d’ar marv hag e troukroint anezhañ d’ar baganed.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:33
23 Referencias Cruzadas  

Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Petra a zeblant deoc’h? Int a respontaz: Meritout a ra ar maro!


Ha goude beza ereet anezhan, e kasjont anezhan hag hen livrjont da Bons‐Pilat, ar gouarner.


Klevet hoc’h euz ar blasphem; petra a zonjit‐hu var gement‐se? Neuze holl e varnjont anezhan dign a varo.


Kerkent ha ma oe deiz, prinsed ar veleien, gant ar re Ancien, ar Scribed hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin, o veza en em guzuliet assambles, a gassaz Jesus liammet, hag hen livraz da Bilat.


Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude.


Hen a respontaz: Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a‐nevez an holl draou; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet.


Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe: Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz.


Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret: Crucifi, Crucifi, anezhan.


hag e lavaraz c’hoas: Red eo da Vab an den souffr kalz, ha beza nac’het gant ar re Ancien, gant prinsed ar veleien ha gant ar Scribed, ha beza lakeat d’ar maro, ha goude resussita an trede deiz.


Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar; an dra‐man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.


Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.


Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.


Rag tud Jerusalem hag ho renerien, dre m’ho deuz dianavezet anezhan, ho deuz accomplisset, en eur gondaoni anezhan, komzou ar brofeted, a vez lennet bep devez sabbat.


Ha breman, en liammou ar Spered, ez an da Jerusalem hep gouzout petra a dle c’hoarvezout ganen eno;


C’houi hoc’h euz condaonet ha lakeat d’ar maro an den just, hag hen n’hen deuz ket stourmet ouzoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos