Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Ober a raint goab anezhan, hag e skourjezint anezhan, hag e cranchint ouz he vizach, hag hen lakaint d’ar maro; mes an trede deiz e resussito.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:34
24 Referencias Cruzadas  

Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Neuze e cranchjont ouz he vizach, hag e rojont taoliou‐dorn dezhan, ha re all a skoe anezhan gant ho bizier, en eur lavaret:


Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler‐ze a lavare pa oa beo: A‐ben tri devez me a resussito.


Neuze ar beleg braz a rogaz he zillad, hag a lavaraz: Daoust hag ezom hon euz‐ni mui a destou?


Hag hinienou a gommansaz da granchad outhan, hag o veza goloet he vizach, e roent crabanadou dezhan, en eur lavaret: Difin! Hag ar serjanted a skoe varnezhan gant bizier.


Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe: Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz.


Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat.


Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus‐Christ.


An holl a zervich da genta ar gwin mad, ha pa ho deve an dud evet kalz, neuze e servichont an hini falloc’h; mes te ec’h euz miret ar gwin mad bete vreman.


ha penaos eo bet sebeliet, hag ez eo resussitet an trede deiz, hervez ar Scrituriou;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos