Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:32 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Hogen, evel ma oant en hent, o pignad da Jerusalem, Jesus a iea araog dezhe; hag e oant spountet, hag ho doe aoun en eur vond var he lerc’h. Ha Jesus, o kemeret adare an daouzec a‐gostez, a gommansaz lavaret dezhe ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Bez’ e oant en hent o pignat da Jeruzalem, ha Jezuz a yae a-raok dezho. Spouronet e oant hag o doa aon en ur heuliañ anezhañ. O kemer adarre a-du an daouzek, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c’hoarvezout gantañ:

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:32
12 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan.


Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe.


Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?


Ha na gomze ket outhe hep parabolen; mes, pa en em gave he‐unan gant he ziskibien, e tisclerie pep tra dezhe.


Neuze, o veza troet ouz he ziskibien, e lavaraz dezhe ho‐unan: Eürus an daou‐lagad a vel ar pez a velit‐c’houi!


Ha goude beza lavaret kement‐se, Jesus a ieaz pelloc’h, o pignad da Jerusalem.


Evel ma tostae an amzer ma tlie beza savet divar an douar, en em lekeaz en hent, decidet mad da vond da Jerusalem.


Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all: Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.


An diskibien a lavaraz dezhan: Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos