Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. Ehan
Sant Marc 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d’e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou. |
Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. Ehan
An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.
Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea hag eus an tu all d’ar Jordan.
Yann a zeuas o vadeziñ el lec’h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù.
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet,
Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.
Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.
Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.
Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.