Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 1:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d’e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 1:5
15 Referencias Cruzadas  

Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu‐all d’ar Jourdan.


Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou.


Ian hen doa eur wiskamant great gant bleo kanval, hag eur gouriz ler en‐dro d’he groazel, hag he voued a oa killeien‐raden ha mel gwez.


Kement‐man a c’hoarvezaz en Bethabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi.


Ha Ian a vadeze ive en Enon, tost da Zalim, rag kalz a zour a oa eno, ha di e teue an dud evit beza badezet.


Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.


Ha kalz euz ar re ho doa credet, a zeue da ziscleria ha da anzav ar pez ho doa great.


Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.


Covessait ho fautou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma veot iac’heet; rag ar beden euz a galon eun den just he deuz eur galloud vraz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos