Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Sant Marc 1:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc’het gant diaouled. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk‐sperejou. |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc’het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c’her hag a yac’haas an holl re a oa klañv,
evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac’hagnoù ha douget en deus hor c’hleñvedoù.
Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni.
Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
Hag ec’h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac’hafe anezhañ d’an deiz sabad, evit e damall.
Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc’het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac’haas.
An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C’hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C’hrist.