Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 1:32 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk‐sperejou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc’het gant diaouled.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 1:32
8 Referencias Cruzadas  

Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk‐sperejou dre he c’her; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv;


evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel‐hen dre ar profet Izaias: Kemeret hen deuz he‐unan hon infirmiteou, ha douget hen deuz hor c’hlenvejou.


Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen.


Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.


Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal.


Pa oe kuzet an heol, kement hini hen doa tud klanv gant meur a seurt klenved, ho c’hassaz dezhan; hag hen ho fareaz en eur astenn he zaouarn var bep hini anezhe.


An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos