Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ:
Sant Marc 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret: |
Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ:
a lavaras d’e servijerien: Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.
Jezuz a yae tro-war-dro er c’hêrioù hag er bourc’hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac’haat pep kleñved ha pep mac’hagn e-touez ar bobl.
Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kêr hag eus eil bourc’h d’egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ,
Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c’hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue.
O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc’h d’e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.