Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 1:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 1:14
16 Referencias Cruzadas  

Hogen, Ian, o veza klevet komz er prizon euz a oberou ar C’hrist, a gassaz daou euz he ziskibien da lavaret dezhan:


hag e lavaraz d’he zervicherien: Ian ar Badezour eo hennes; savet eo a‐douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.


Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile.


Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


Ha Jesus a iea tro‐var‐dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e‐touez ar bobl.


goude an holl draou fall hen doa great, a reaz c’hoas hou‐man, lakaad a reaz teurel Ian er prizon.


Goude‐ze, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue; hag an daouzec a oa ganthan,


Ha setu breman, ec’h ouzon ervad ne velot mui va bisach, c’houi holl e‐touez pere em euz tremenet o prezeg rouantelez Doue.


O veza merket eun deiz dezhan, e teujont en niver brassoc’h d’hen kavoud en hostaliri; hag adaleg ar mintin beteg an noz e tisclerie dezhe rouantelez Doue, o renta testeni, hag ouz ho lakaad da gredi, dre lezen Moises ha dre ar brofeted, ar pez a zell ouz Jesus.


Paol, servicher da Jesus‐Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue,


Ha deuet eo evit annons kelou mad ar peoc’h deoc’h‐hu, pere a oa pell, ha d’ar re a oa tost;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos