Sant Lucas 9:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ, rak an hini n’emañ ket a-enep deomp a zo evidomp. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhan: Na zifennit ket outhan kement‐se; rag an neb n’ema ket a‐enep deomp a zo evidomp. |
Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta a zo diskarg diouto.
Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac’hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac’hanomp.
Ha piv bennak a roio deoc’h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma’z oc’h da Grist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.
Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Dre-se e tisklêrian deoc’h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c’hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.