Sant Lucas 9:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War-dro eizh devezh goude ar c’homzoù-se, e kemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Var‐dro eiz devez goude ar c’homzou‐ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi. |
P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno.
Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet. Hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras
Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac’hig.
Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c’houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?
Setu an trede gwech ma’z an d’ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,
Rak n’eo ket oc’h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc’h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.