Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Rak n’eo ket oc’h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc’h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou‐lagad hon‐unan.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 1:16
40 Referencias Cruzadas  

Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel.


Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.


Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ar c’hoabr gant ur galloud hag ur gloar bras.


Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d’ar galloud hag o tont war goabr an neñv.


hervez m’o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger,


Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d’e ziskibien:


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,


Rak n’eo ket evit badeziñ en deus Krist va c’haset, met evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, evit na vefe ket rentet didalvoud kroaz Krist.


ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C’hresianed,


en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.


Pa’z on deuet d’ho kavout, breudeur, n’on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc’h testeni Doue.


Va c’homz ha va frezegenn n’int ket bet dalc’het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c’halloud,


En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c’hwi ha va spered o vezañ a-unan gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist,


Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.


Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.


Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c’hurunenn a c’hloar? Ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?


Emziskouez an hini fallakr-se a c’hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoù ha burzhudoù faos,


ha n’en em stagjent ket ouzh mojennoù hag ouzh lignezoù diziwezh, a c’han tabutoù kentoc’h eget oberenn Doue er feiz.


Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,


ha ma n’en em stagint ket ouzh mojennoù ar Yuzevien nag ouzh gourc’hemennoù tud a zro kein d’ar wirionez.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.


Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos