Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Sant Lucas 9:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a respontas: Darn a lavar Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded kozh adsavet a varv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re‐man, o respont, a lavaraz: Lod a lavar Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha darn all a lavar ez eo resussitet unan‐benag euz ar brofeted koz. |
Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
a lavaras d’e servijerien: Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.
Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c’houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?
Hag e c’houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez’ out Elia? Eñ a lavaras: N’on ket. Bez’ out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n’out nag ar C’hrist, nag Elia, nag ar profed?
Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
Lavarout a rejont c’hoazh d’an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo.