En navet bloaz ha tregont eus e ren, Asa a voe klañv eus e dreid, hag e gleñved a oa gwall c'harv. Koulskoude, en e gleñved ne glaskas ket an AOTROU, met ar vezeien.
Sant Lucas 8:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac’haet gant hini ebet, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e‐bed, |
En navet bloaz ha tregont eus e ren, Asa a voe klañv eus e dreid, hag e gleñved a oa gwall c'harv. Koulskoude, en e gleñved ne glaskas ket an AOTROU, met ar vezeien.
Ha n'eo ket te, o Doue, hag ac'h eus hon taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoù?
Paouezit d'en em harpañ war an den, n'en deus nemet ur c'hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c'heller ober outañ?
rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.
E pelec’h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d’an douar, hag eñ a eon, a c’hrigoñs e zent hag a zisec’h. Pedet em eus da ziskibien d’e gas kuit ha n’o deus ket gallet.
Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc’het gant ur spered he c’hlañvae triwec’h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c’helle tamm ebet en em eeunañ.
Daoust ha ne oa ket dereat d’an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc’h-mañ da Abraham, a oa dalc’het ereet gant Satan abaoe triwec’h bloaz?
Pa voe Jezuz diskennet d’an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc’het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
rak en doa ur verc’h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma’z ae di, e voe gwasket gant ar bobl.
a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. Raktal he diwadañ a baouezas.
met n’ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n’ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.
Bez’ eo oa un den kamm adalek e c’hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.