Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Sant Lucas 8:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a c’houlennas outañ: Pe anv ac’h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? He‐man a respontaz: Lejion; rag kalz a zrouk‐sperejou a oa antreet enhan. |
Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
O vezañ adsavet a varv da veure ar c’hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m’en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
Jezuz a c’houlennas digantañ: Pe anv ac’h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp.
kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac’haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,
Rak e kourc’hemenne d’ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc’het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec’hioù distro.