Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.
Hon tad a zo marvet er gouelec'h, ne oa ket e bodadeg ar re en em savas a-enep an AOTROU, e bodadeg Kora, met marvet eo en abeg d'e bec'hed, ha n'en doa mab ebet.
Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner. O kregiñ ennañ, e waskas e c’houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
Eñ a lavaras dezho: Roit hoc’h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c’hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
pardon deomp hor pec’hedoù, rak ni a bardon ivez d’ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
Met an hini n’en deus ket hec’h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc’h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc’h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.