Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 27:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hon tad a zo marvet er gouelec'h, ne oa ket e bodadeg ar re en em savas a-enep an AOTROU, e bodadeg Kora, met marvet eo en abeg d'e bec'hed, ha n'en doa mab ebet.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 27:3
16 Referencias Cruzadas  

Setu, an holl eneoù a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec'her eo an hini a varvo.


Me, an AOTROU, am eus komzet! Evel-se e rin e-keñver ar vodadenn fall-mañ a zo en em unanet a-enep din; kuzumet e vint er gouelec'h-mañ hag e varvint ennañ.


Kora a zastumas a-enep dezho an holl vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU en em ziskouezas d'an holl vodadenn.


Pevarzek mil ha seizh kant den a varvas dre ar gouli, en tu-hont d'ar re varvet abalamour da Gora.


Zelofkad mab Hefer n'en doe ket a vibien met merc'hed. Anvioù merc'hed Zelofkad a oa: Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza.


Int en em zalc'has dirak Moizez, dirak Eleazar an aberzhour ha dirak priñsed an holl vodadenn, ouzh digor teltenn an engalv, hag e lavarjont:


Perak e vefe lamet anv hon tad a-douez e diegezh dre ma n'en deus bet mab ebet? Ro deomp un dalc'h e-touez breudeur hon tad.


Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an.


Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.


Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.


hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos