An hini a vreuta e gaoz da gentañ a seblant reizh, met e gevezer a zeu hag a evesha anezhañ.
Sant Lucas 6:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pe penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur. |
An hini a vreuta e gaoz da gentañ a seblant reizh, met e gevezer a zeu hag a evesha anezhañ.
Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c’hwervder.
Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
Pe, penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec’h eus un treust en da hini?
Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?
Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
N’eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na gwezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.
hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.
Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.
An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,
Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d’e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.
Met an hini n’emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac’haet en deus glanidigezh e bec’hedoù tremenet.