Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 6:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Pe penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 6:42
24 Referencias Cruzadas  

Hag e teuaz sonj da Ber euz a c’her Jesus, pehini hen doa lavaret dezhan: Araog ma cano ar c’hilloc, ez pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat er meaz, e welaz c’houero.


Ha perag e sellez‐te ouz ar blouzen e lagad da vreur, ha na velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan?


Pe c’hoas penaos e leverez‐te d’az preur: Lez ac’hanoun da lemmel ar blouzen euz da lagad, ha setu eun treust en da lagad da unan?


Mes an Aotrou a respontaz dezhan: Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h‐hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour?


Mes me em euz pedet evidoud, evit na deuio ket da feiz da zemplaad. Te eta pa vezi convertisset, krenva da vreudeur.


Ha perag e sellez‐te ouz eur blouzen a zo e lagad da vreur, ha na velez‐te ket an treust a zo en da lagad da‐unan?


Gwezen vad e‐bed na ro frouez fall, ha gwezen fall e‐bed na ro frouez mad.


O den leun a bep tromplerez hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep justis, ha na baouezi‐te ket da bervertissa henchou eün an Aotrou?


Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.


N’ec’h euz na perz na loden e‐bed en affer‐man; rag da galon n’e ket eün dirag Doue.


Rag‐se, piou‐benag ez oud, O den, hag en em laka barner, n’euz escus e‐bed evidoud; rag en eur varn ar re‐all en em gondaonez da‐unan, pa’z eo gwir, te pehini a varn, a ra ive an traou a reont.


Hogen, an holl draou‐ze a zeu euz a Zoue, pehini hen deuz hon unanet a‐nevez ganthan dre Jesus‐Christ, hag hen deuz roet deomp ar garg a adunvaniez.


Mar deu unan‐benag eta d’en em zerc’hel pur euz an traou‐ze, e vezo eur vessel a henor, santifiet, talvoudec evit usach ar mestr, ha preparet evit peb œuvr vad.


Mes an hini n’ema ket an traou‐ze enhan, a zo dall, ber‐velet eo, hag ankounac’heet hen deuz ar burification euz he bec’hejou tremenet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos