Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.
Sant Lucas 6:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ro d’an neb a c’houlenn diganit, ha n’adc’houlenn ket digant an hini en deus kemeret da dra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ro da gement hini a c’houlen diganez, ha mar teu unan‐benag da lemmel diganez da dra, na c’houlen ket anezhan diganthan. |
Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.
An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.
Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.
Pa em eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez ha da deurel evezh ouzh an traoù a vez graet war an douar, rak an den ne ro diskuizh d'e zaoulagad na deiz na noz,
Evel-se e raio deoc’h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac’hanoc’h a-greiz e galon e vankoù d’e vreur.
Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.
Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.
D’an hini a sko ac’hanout war ur jod, tro eben outañ. D’an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg.
Roit hag e vo roet deoc’h, roet e vo deoc’h en ho kerc’henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr. Rak muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all.
Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.
An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.