Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 5:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Mes me a lavar deoc’h: Na stourmit ket ouz an hini drouk; mes mar sko unan‐benag ac’hanoud var da jod deo, tro e‐ben ive outhan.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

39 Mæs me laran d’oh: Ne stourmet quet énep hani droug; mæs mar sco unan benac arh hou jod zéheu, tro a‐ben ehué en arall dehou.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:39
24 Referencias Cruzadas  

Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?


Warnon o deus digoret o genoù, skoet o deus war va divjod evit va dismegañsiñ, en em zastum a reont holl a-gevret em enep.


Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.


Na lavar ket: Ober a rin dezhañ evel m'en deus graet din, reiñ a rin d'an den-se hervez e oberoù.


Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.


Kinnig a ra e jod d'an hini a sko warnañ, e walc'h en deus a zismegañs.


N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.


Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.


Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da doneg, laosk ivez gantañ da vantell.


O vezañ e vouchet, e rojont taolioù-dorn d’e zremm o lavarout dezhañ: Diougan! Piv eo an hini en deus skoet ganit?


Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ evit gwelout hag eñ a yac’hafe d’an deiz sabad, evit kaout un abeg d’e damall.


Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret, met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac’hanon?


Kaout prosezioù an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h un dislealded bennak? Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h ur c’holl?


Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.


N’hoc’h eus ket c’hoazh stourmet betek ar gwad oc’h enebiñ ouzh ar pec’hed,


Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.


hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos