Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 18:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Evel-se e raio deoc’h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac’hanoc’h a-greiz e galon e vankoù d’e vreur.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

35 Evel‐se ive e rai deoc’h va Zad celestiel, mar na bardon ket pep hini ac’hanoc’h a greiz he galon d’he vreur.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

35 El‐cé ehué e hrei en hou quevér me Zad péhani e zou én Nean, ma ne zistol, peb unan a han‐oh, a greis é galon d’é vrér.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 18:35
16 Referencias Cruzadas  

An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet.


Holl hentoù an den a zo eeun dirak e zaoulagad, met an AOTROU eo a bouez ar c'halonoù.


Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.


Kaletaet o deus o c'halonoù evel an diamant evit chom hep kompren al lezenn nag ar c'homzoù a zisklêrie AOTROU an armeoù dezho dre e Spered, gant ar brofeded kentañ. Hag e voe ur gounnar vras a-berzh AOTROU an armeoù.


Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d’ar vourevien, betek m’en doa paeet kement a dlee.


pardon deomp hor pec’hedoù evel ma pardonomp ivez d’ar re o deus manket ouzhimp,


Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.


Met ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket kennebeut ho tisentidigezh.


Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos