Sant Lucas 4:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d’ul lec’h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennañ; hag e c’hoantajont en derc’hel evit n’o c’huitaje ket.
Kerkent ha ma oa tarzet an deiz, ez eaz er meaz, da eul leac’h dezert, hag eur bobl vraz, a oa ouz he glask, a zeuaz beteg enhan, hag ho doa c’hoant derc’hel anezhan, evit na’z aje ket kuit diouthe.
Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c’helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc’he er-maez e lec’hioù a-du, hag a bep tu e teued d’e gavout.