Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Sant Lucas 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a rae eta d’ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ian eta a lavare d’ar bobl a zeue evit beza badezet ganthan: Raç an aered‐viber, piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond? |
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Lakaat a reont vioù gwiber da ziflukañ, hag e wiadont steuñvenn-gevnid. An hini a zebr diouzh o vioù a varv, ha ma friker anezho e teu naered diouto.
Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.
hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.
evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.
An hini a ra ar pec’hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec’h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.