Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Sant Lucas 24:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc’h, pa oa c’hoazh e Galilea Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’ema ket aman, mes resussitet eo. Ho pezit memor e pe doare hen deuz komzet ouzoc’h pa edo c’hoas er Galile, pa lavare: |
Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.
N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,
Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c’hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n’emañ ket amañ, setu al lec’h m’o doa lakaet anezhañ.
Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.
o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.
Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?
hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Evidoc’h-c’hwi, selaouit mat ar c’homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud.
Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc’het gantañ.