Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Sant Lucas 24:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe. |
Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas d’an diskibien o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.
Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.
Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, evit m’o rojent d’ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
Neuze e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien evit m’o lodennjent. Hag o lodennjont d’ar bobl.
Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c’horf hag a zo roet evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon.
Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriñ ar bara.
Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d’an diskibien, evit m’o rojent d’ar bobl.
Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d’an diskibien, hag an diskibien d’ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
Kenderc’hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.
Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d’egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,
Goude bezañ lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriñ.