Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.
Sant Lucas 23:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c’hoant d’e welout abalamour m’en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c’hortoze e welout oc’h ober ur mirakl bennak. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa velaz Herodes Jesus, hen devoe eur joa vraz, rag abaoe pell amzer hen doa c’hoant d’he velet, o veza m’hen doa klevet lavaret kalz a draou divar he ben; hag e oa en gortoz d’he velet oc’h ober eur miracl‐benag. |
Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.
Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac’ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac’h eus graet e Kafarnaoum.
o lavarout: Roit din ivez ar galloud-se, evit ma resevo ar Spered-Santel ar re holl e lakain va daouarn warno.