Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 O vezañ gouezet e oa eus dalc’h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hag o veza klevet e oa euz a c’houarnamant Herodes, e kassaz anezhan da gavoud Herodes, pehini a oa ive en Jerusalem en deiziou‐ze.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:7
9 Referencias Cruzadas  

En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz,


Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,


Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,


Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.


En deiz-se, e teuas d’e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac’hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.


Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c’houlennas hag e oa Galileat an den-se.


Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,


Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos