Sant Lucas 22:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c’horf hag a zo roet evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: He‐man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h; grit kement‐man en memor ac’hanoun. |
Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.
Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se a zo holl di Israel. Setu e lavaront: Hon eskern a zo deuet da vezañ disec'het, hon esperañs a zo kollet. Fin 'zo deomp!
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ar Jeruzalem-mañ am boa lakaet e-kreiz ar broadoù hag ar broioù a zo en-dro dezhi.
Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.
Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc’h,
En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc’h.
Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.
An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?
hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc’h speredel a heulie anezho, hag ar roc’h-se a oa Krist.
a zo en em roet e-unan evit hor pec’hedoù evit hon tennañ eus ar c’hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,
rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale.
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.