Setu perak n'hor bo ket aon pa vefe kemmesket an douar, pa vefe brañsellet ar menezioù e-kreiz ar mor,
Sant Lucas 21:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec’hamant, ha ne ouezint petra d’ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc’h ober un trouz bras. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus. |
Setu perak n'hor bo ket aon pa vefe kemmesket an douar, pa vefe brañsellet ar menezioù e-kreiz ar mor,
Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.
Gwalleur d'ar grozmol eus ur bobl niverus a ra trouz evel trouz ar mor, ha da safar ar broadoù evel ar safar eus doureier bras!
Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.
En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teñvalijenn hag anken, hag ar sklêrijenn a vo teñvalaet gant koumoul.
Me eo an AOTROU da Zoue, a sko ar mor hag e krog e wagennoù da yudal. AOTROU an armeoù eo e anv.
Sellout a ran ouzh an douar, ha setu emañ dizoare ha goullo, ouzh an neñvoù, n'eus ken a sklerijenn.
En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.
An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
En deizioù-se, goude ar glac’har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
An dud a fallao gant ar spont, o c’hortoz an traoù a dle c’hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet.
Burzhudoù a ziskouezin d’an nec’h en neñv, ha mirakloù d’an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.