Daouarn tener ar maouezed o deus poazhet o bugale, a zo deuet boued dezho, e-kreiz diskar merc'h va fobl.
Sant Lucas 21:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalleur d’ar gwragez brazez ha d’ar magerezed en deizioù-se! Rak e vo ur glac’har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze; rag eur walen vraz a vezo var ar vro‐man, ha coler a vezo a‐enep d’ar bobl‐man. |
Daouarn tener ar maouezed o deus poazhet o bugale, a zo deuet boued dezho, e-kreiz diskar merc'h va fobl.
Hag e lavaras: Setu, emaon o vont da reiñ da c'houzout dit ar pezh a c'hoarvezo en diwezh eus ar vrouez, rak ez eus un amzer merket evit an diwezh.
Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet: Tennet ec’h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn?
Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer.
An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini a gouezho warnañ a vo friket evel poultr.
E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.
Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc’hint ac’hanout, hag e waskint ac’hanout a bep tu,
rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc’hed difrouezh, ar c’hofoù n’o deus ket ganet hag an divronn n’o deus ket maget!
Krediñ a ran eta, abalamour d’ar glac’haroù a-vremañ, ez eo un dra vat d’ar gwaz chom evel ma’z emañ.
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.
Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.
Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h.
Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?