Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 21:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze; rag eur walen vraz a vezo var ar vro‐man, ha coler a vezo a‐enep d’ar bobl‐man.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Gwalleur d’ar gwragez brazez ha d’ar magerezed en deizioù-se! Rak e vo ur glac’har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 21:23
18 Referencias Cruzadas  

e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan: Ha klevet a rez‐te ar pez a lavar ar re‐man? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ia. Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet biskoas ar c’homzou‐man: Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron.


Respont a rejont dezhan: Lakaad a rai an dud fall‐ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer.


Piou‐benag a gwezo var ar mean‐ze a vezo brevet; ha friket a vezo piou‐benag a gwezo ar mean‐ze varnezhan.


Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze!


Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze.


Evit va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhe va c’haoud da roue, digassit anezhe aman, ha lazit anezhe diraz’oun.


Rag dond a rai varnoud eun amzer ma teui da enebourien da zevel kleuziou en‐dro d’id, hag e vezi kelc’hiet, ha gwasket ganthe a bep tu;


rag dond a rai an deiziou ma vezo lavaret: Eürus ar gragez difrouez, ar c’hovou n’ho deuz ket douget, hag ar bronou n’ho deuz ket roet da zena!


Sonjal a ran eta, abalamour d’an afflictionou euz an amzer‐man, ez eo eun dra vad d’an den choum er stad en pehini ema.


pere a vir ouzomp prezeg d’ar Jentiled, evit ma vezint salvet, o leunia evel‐se mui‐ouzmui ar muzul euz ho fec’hejou; mes coler Doue a zo deuet varnezhe, evit lakaad eun termen da gement‐se.


Ha na ankounac’hait ket ober vad ha rei euz ho tanvez; rag ar seurt sacrifisou‐ze a blij da Zoue.


Deoc’h‐hu breman, tud pinvidic! Gouelit hag hirvoudit, abalamour d’ar malheuriou a ia da gweza varnoc’h.


Rag dond a ra an amzer ma tle ar varn commans dre di Doue; ha mar commans dreizomp‐ni, petra e vezo fin ar re na zentont ket ouz Aviel Doue?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos