Sant Lucas 20:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a lavaraz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. |
Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d’ar mor, taol an higenn, tenn ar c’hentañ pesk a zeuio, digor e c’henoù hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.
Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ.
Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.
Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.