Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 20:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Diskouezit d’in eun diner. Euz piou eo an imach hag an hano a zo var he‐man? Respont a rejont: Euz a Cezar.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 20:24
14 Referencias Cruzadas  

Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner. O kregiñ ennañ, e waskas e c’houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.


Ober a reas marc’had gant al labourerien eus un diner dre zevezh hag o c’hasas d’e winieg.


Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ?


Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.


En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.


Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?


Met eñ, oc’h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon?


Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.


Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.


Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,


Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.


Agrippa a lavaras da Festuz: An den-se a c’helle bezañ laosket kuit ma n’en dije ket galvet da Gezar.


An holl sent a salud ac’hanoc’h, dreist-holl ar re eus ti Kezar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos