Sant Lucas 20:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met eñ, oc’h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus, oc’h anaoud ho finessa, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? |
Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c’houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?
Oc’h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d’e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour.
Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.
Met Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c’hrozmolit en ho kalonoù?
Met ec’h anaveze o soñjezonoù hag e lavaras d’an den en doa an dorn disec’het: Sav hag en em zalc’h aze er c’hreiz. Eñ a savas hag en em zalc’has en e sav.
hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.
Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.
evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.