Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Efeziz 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 evit na vezimp mui bugaligou, douget ho troet aman hag a‐hont gant peb avel a zoctrin, gant tromplerez an dud, hag ho ijin fall da drompla dre finessa;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:14
44 Referencias Cruzadas  

Chom a ra war c'hed el lec'hioù kuzhet evel ul leon en e doull, chom a ra war c'hed evit tapout an hini dinerzh, o tennañ anezhañ en e roued.


Va dieub eus ar vicherourien a zireizhder, ha va savete eus an dud wadsec'hedik.


Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?


An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.


Evel ma’z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc’h aet da welout el lec’h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?


Kalz a fals-profeded a savo hag a dromplo kalz a dud.


Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.


Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoù dezhañ hag o deus en em ereet dre leoù penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n’o dije lazhet Paol. Ha bremañ int prest o c’hortoz da asant.


Gouzout a rit penaos pa oac’h paganed, e oac’h douget d’an idoloù mut, hervez ma oac’h renet.


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.


Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.


Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.


O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h?


Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot derc’hel start a-enep troidelloù an diaoul.


Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.


Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac’hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez.


Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.


Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Met ra c’houlenno gant feiz, hep douetiñ, rak an hini a zouet a zo heñvel ouzh houl ar mor a zo keflusket gant an avel ha taolet amañ ha ahont.


Setu c’hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec’h ma fell d’ar sturier.


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.


Skrivet em eus deoc’h an traoù-mañ diwar-benn ar re a douell ac’hanoc’h.


Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.


Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc’h oc’h en em vagañ o-unan hep dalc’hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc’h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos