Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?
Sant Lucas 20:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p’en gwelint, e toujint anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mestr ar winien a lavaraz neuze: Petra a rin‐me? Kas a rin va mab muia‐karet; marteze, pa her gwelint, e toujint dezhan. |
Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?
Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.
Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.
Te neuze, mab an den, gra dit pakadoù evit ermaeziañ, ha kae er-maez e-kreiz an deiz dirak o daoulagad. Kae er-maez, eus al lec'h ma chomez da ul lec'h all, dirak o daoulagad, ha marteze e welint ez int un ti disent.
Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.
Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Lavarout a reas: Bez’ e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n’en doa resped ebet evit den.
E-pad pell amzer ne c’hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na’m eus resped ebet evit den,
Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,