Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 11:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 11:8
38 Referencias Cruzadas  

Neuze, roue Sodom, roue Gomora, roue Adma, roue Zeboim, ha roue Bela a zo Zoar, a yeas hag en em renkjont e linenn a-enep dezho e traonienn Sidim,


Met pa astennas an ael e zorn war Jeruzalem evit he distrujañ, an AOTROU en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d'an ael a zistruje ar bobl: A-walc'h! Tenn bremañ da zorn! Ael an AOTROU en em zalc'he e-kichen leur Arauna ar Jebuzad.


Hag a vaouez ma oa bev he mab, he diabarzh o vezañ fromet diwar-benn he mab, a lavaras d'ar roue: Va aotrou, ro dezhi ar bugel a vev, n'e laka d'ar marv! Met eben a lavare: Ne vo na din na dit, troc'h-eñ!


Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.


An AOTROU, Doue o zadoù, en doa kaset kemennoù dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh e bobl hag ouzh e chomlec'h.


Soñj en deus bet en o c'heñver eus e emglev, hag en deus bet keuz hervez braster e drugarez.


Setu perak va c'hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c'halon diwar-benn Kir-Hares.


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


met mar distro eus he fallentez ar vroad-se am eus komzet diwar he fenn, em bo ivez keuz d'an droug am boa soñjet ober dezho.


Kae ha youc'h ar c'homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.


Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.


Mar kendalc'hit da chom er vro-mañ, ho savin ha n'ho tistrujin ket, ho plantin ha n'ho tennin ket, rak keuz am eus d'an droug am eus graet deoc'h.


Da chomlec'h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac'hont va anavezout, eme an AOTROU.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an d'o zeuziñ ha d'o amprouiñ, rak penaos e rafen e-giz-all e-keñver merc'h va fobl?


Sell AOTROU! Me 'zo en estrenvan, va c'hreizon a verv. Va c'halon a zo trubuilhet ennon, rak gwall zisent on bet. En diavaez ar c'hleze en deus graet e zistrujoù, en diabarzh ez eus ar marv.


Ma ro glac'har, truez en deus ivez, hervez braster e drugarezioù.


N'eo ket a youl vat e ro glac'har pe enkrez da vibien an dud.


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.


Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.


Diskaret em eus hiniennoù en ho touez, evel ma tiskaras Doue Sodom ha Gomora, hag ez oc'h bet evel un etev tennet eus an tan. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU.


An AOTROU en doe keuz e gement-se. Ne c'hoarvezo ket, eme an AOTROU.


Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.


Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.


Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!


Ar rummoù da zont, ho mibien a savo war ho lerc'h hag an diavaeziad a zeuio eus ur vro bell, a welo goulioù ar vro-mañ, ar c'hleñvedoù en devo an AOTROU kaset enni,


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.


mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c’hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d’ar re a vevfe e dizoujañs-Doue,


ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.


O c’horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec’h ma’z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.


o welout mogedenn hec’h entanadur, e krient o lavarout: Peseurt kêr a oa heñvel ouzh ar gêr vras?


Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos