War an AOTROU en em harp, ra en dieubo, ra en saveteo, pa en deus lakaet e garantez ennañ!
Sant Lucas 2:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bugel a greske hag en em nerzhe e spered, o vezañ leuniet a furnez, ha gras Doue a oa warnañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bugel a greske hag a grenvae en spered, o veza leun a furnez; ha gras Doue a oa varnezhan. |
War an AOTROU en em harp, ra en dieubo, ra en saveteo, pa en deus lakaet e garantez ennañ!
Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.
Ar bugel a greske hag en em greñvae er spered. Hag e chomas el lec’hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c’hras vras a oa warno holl.
Ar wreg a c'hanas ur mab hag a anvas anezhañ Samzun. Ar bugel a greskas, hag an AOTROU a vennigas anezhañ.
An AOTROU a weladennas Anna, a goñsevas hag a c'hanas tri mab ha div verc'h. Ha Samuel yaouank a greske e-kichen an AOTROU .
Samuel a greske hag an AOTROU a oa gantañ, ha ne lezas ket da gouezhañ d'an douar hini ebet eus e gomzoù.