Sant Lucas 18:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d’e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez’ e oa ive er gear‐ze eun intanvez hag a zeue d’hen kavout hag a lavare dezhan: Rent justis d’in a‐enep va adversour. |
Bennozh an hini a yae da vervel a gouezhe warnon, hag e leunien a levenez kalon an intañvezed.
Deskit ober mat, klaskit ar barnedigezhioù, diwallit ar re wasket, roit e wir d'an emzivad, difennit an intañvez.
Lartaet int hag e lugernont. Aet int dreist oberoù ar re zrouk, ne zifennont ket ar gwir, gwir an emzivad, hag e reont berzh. Ne lakaont ket da dalvezout gwirioù ar beorien.
En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma’z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac’hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac’hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.
Lavarout a reas: Bez’ e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n’en doa resped ebet evit den.
E-pad pell amzer ne c’hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na’m eus resped ebet evit den,
koulskoude, dre ma teu an intañvez-se da skuizhañ ac’hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc’hfe da derriñ din va fenn.
Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!