Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 18:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 koulskoude, dre ma teu an intañvez-se da skuizhañ ac’hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc’hfe da derriñ din va fenn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 koulskoude, o veza ne ehan ket an intanvez‐ze d’am inoui, e rin justis dezhi, gant aoun ne gendalc’hfe atao da zond da derri va fen d’in.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 18:5
9 Referencias Cruzadas  

Peder gwech e c'houlennjont kement-se ouzhin, hag e respontis dezho en hevelep doare.


Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc’h.


me a lavar deoc’h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma’z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d’e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.


Bez’ e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d’e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour.


Ar re a yae a-raok a c’hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c’hoazh kreñvoc’h: Mab David, az pez truez ouzhin!


Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.


Hag e trubuilhe anezhañ bemdez dre he c'homzoù, hag e waske anezhañ, en doare ma teue e ene da vezañ glac'haret betek ar marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos