Haman eta a zeuas, hag ar roue a lavaras dezhañ: Petra a vo graet evit un den a fell d'ar roue enoriñ? Haman a lavaras en e galon: Da biv e fellfe d'ar roue ober muioc'h a enor eget din-me?
Sant Lucas 16:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c’hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c’houlenn aluzen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar mevel a lavaraz enhan he‐unan: Petra a rin‐me, pa’z eo gwir va mestr a lam va c’harg diganen? Na hellan ket labourat an douar, ha mêz em befe o vond da glask an aluzen. |
Haman eta a zeuas, hag ar roue a lavaras dezhañ: Petra a vo graet evit un den a fell d'ar roue enoriñ? Haman a lavaras en e galon: Da biv e fellfe d'ar roue ober muioc'h a enor eget din-me?
Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.
An didalvez ne labouro ket pa vez yen an amzer; e-pad an eost e klasko, met n'en devo netra.
Ar servijer a vo ur mab a-benn ar fin d'an hini a vev anezhañ gant preder adalek e yaouankiz.
Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d’e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d’ar re gentañ.
Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma’z eas kuit ac’hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c’houlenn an aluzen.
hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne’m eus ket lec’h a-walc’h evit dastum va eost.
Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac’hanout? Gra din ar gont eus da c’houarnerezh, rak ne c’helli ken bezañ va merour.
En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet.
Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac’hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin.
E-pad pell amzer ne c’hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na’m eus resped ebet evit den,
An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavaras: N’eo ket hemañ an hini en em zalc’he azezet hag a c’houlenne an aluzen?
Bez’ eo oa un den kamm adalek e c’hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.
En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober.
Koulskoude e klevomp penaos en ho touez e vev hiniennoù en dizurzh, hep labourat, met o koll o amzer e traoù didalvoud.