Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 16:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Neuze ar mevel a lavaraz enhan he‐unan: Petra a rin‐me, pa’z eo gwir va mestr a lam va c’harg diganen? Na hellan ket labourat an douar, ha mêz em befe o vond da glask an aluzen.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c’hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c’houlenn aluzen.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 16:3
26 Referencias Cruzadas  

Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz: Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta.


Ha goude e teujont da Jerico; hag evel ma’z ea kuit euz a Jerico gant he ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet var bord an hent, o c’houlen an aluzen.


hag an den‐man a rezone enhan he‐unan, hag a lavare: Petra a rin‐me? rag n’em euz ket a blas awalc’h evit dastum va eost.


He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan: Petra a glevan‐me lavaret divar da ben? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez; rag ne halli ken a‐viziken gouarn va madou.


Bez’ e oa ive eun den paour, hanvet Lazar, hag a oa gourvezet e‐tal he zor, golcet a c’houliou;


Hogen digwezoud a reaz d’an den paour mervel, hag e oe douget gant an elez var galon Abraham; an den pinvidic a varvaz ive, hag e oe sebeliet.


Me a oar petra a rin, evit gallout, pa vezo lammet va c’harg diganen, kaout tud d’am digemer en ho ziez.


E‐pad pell‐amzer na fellaz dezhan ober netra evithi. Goude‐ze evel‐kent e lavaraz enhan he‐unan: Petra‐benag ma na zoujan ket Doue, ha ma n’em euz respet e‐bed evit den,


Hogen, an amezeien hag ar re ho doe gwelet diagent penaos e oa dall, a lavare: Ha n’e ket he‐man eo an hini a oa azezet, hag a c’houlenne an aluzen?


Ha bez’ e oa eun den kam abaoe ma oa ganet, hag a vije digasset, ha lakeat bemdez e‐tal dor an templ, galvet an nor Gaer, da c’houlen an aluzen digant ar re a antree en templ.


Neuze, spountet‐holl hag en eur grena, e lavaraz: Aotrou, petra a fell d’id a rafen? Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: Sav, ha kea en kear hag eno e vezo lavaret d’id petra a zo red d’id da ober.


Koulskoude e klevomp lavaret penaos ez euz hinienou en ho touez hag a vev en dizurz; ne labouront ket, ha koll a reont ho amzer en traou didalvoudus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos