Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 16:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan: Petra a glevan‐me lavaret divar da ben? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez; rag ne halli ken a‐viziken gouarn va madou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac’hanout? Gra din ar gont eus da c’houarnerezh, rak ne c’helli ken bezañ va merour.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 16:2
23 Referencias Cruzadas  

Hogen, hen lavaret a ran deoc’h, an dud a rento count en deiz ar varn euz a gement komz didalvez ho devezo lavaret;


Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz: Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta.


Mes Doue a lavaraz dezhan: Den diskiant, en noz‐man memeus, e vezo goulennet da ene diganez; hag an traou ec’h euz dastumet, da biou e vezint?


Hag an Aotrou a lavaraz: Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed?


Jesus a lavare ive d’he ziskibien: Eun den pinvidic hen doa eur mevel hag a oa tamallet diraz’han da veza gwall implijet he vadou.


Neuze ar mevel a lavaraz enhan he‐unan: Petra a rin‐me, pa’z eo gwir va mestr a lam va c’harg diganen? Na hellan ket labourat an douar, ha mêz em befe o vond da glask an aluzen.


Evel‐se ’ta pep hini ac’hanomp a rento count da Zoue evithan he‐unan.


Rag, roet eo bet d’in da anaoud, va breudeur, gant ar re euz a di Chloe, penaos ez euz disput en ho touez.


Mes a‐hend‐all, ar pez a c’houlenner digant an dispanserien, eo ma vezo kavet pep hini anezhe fidel.


Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.


Rag red eo deomp holl parissa dirag tribunal ar C’hrist, evit ma recevo pep hini hervez ar mad pe an droug hen devezo great, e‐pad ma oa er c’horf.


Na lez ket didalvoud an donezon a zo enoud, pehini a zo bet roet d’id dre ar brofesi, pa ho deuz conseil ar re Ancien astennet ho daouarn varnoud.


Pec’hejou darn euz an dud a zo sclear da velet, memeus araog ma vent barnet; mes beza ez euz pec’hejou all ha na veler nemed goude.


Ra zeui pep hini, hervez m’hen deuz recevet, da implija he zonezon e servich ar re all, evel distribuerien vad a bep gras a Zoue.


Renta a raint count d’an hini a zo prest da varn ar re veo hag ar re varo.


Gwelet a riz ive ar re varo, bihan ha braz, en ho za dirag Doue; hag al levriou a oe digoret. Digoret a oe ive eul levr all, an hini a zo al levr a vuez. Hag ar re varo a oe barnet hervez ho oberou, diouz an traou a oa scrivet el levriou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos